1. — Arabad eo d’e-omp en em fisiout re enn-omp hon-unan, dre ma’z a aliez gras Doue hag ar skiant diouz-omp. Bihan dra eo ar sklerijen a zo enn-omp, ha buhan a-walc’h e kollomp anezhi dre hon leziregez, Aliez ivez ne ouzomp ket ez eo ken dall se hon ene ; aliez e reomp oberiou fall hag en em zigarezomp falloc’h c’hoaz diwar ho fenn.
Atizet omp a-wechou gant hor gwall-ioulou, hag e kredomp ez eo gant karantez Doue. Evit eunn dra zister e tamallomp ar re all, hag e tremenomp dreist faziou gwasoc’h a reomp hon-unan. N’omp ket divezad da anaout ha da gavout pounner ar pez a c’houzanvomp a berz ar re all, ha ne evesaomp ket oc’h ar pez a c’houzanv ar re all euz hor perz hon-unan.
2. — Nep piou-bennag a bouezfe er-vad ha gant lealded petra eo he holl oberiou, ne ve ket ker striz da varn ar re all.