Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


2. — Kelennadurez Jezuz-Krist a zo dreist holl gelennaduresiou ar zent, hag ann hini a ve spered Doue enn-han, a gaffe ar Mann a zo kuzet enn he gelennadurez.

Koulskoude kalz a dud zo hag a glev aliez prezek ann Aviel, hag evelato ne c’hoantaont nemeur beza gwelloc’h evit diagent, dre n’ema ket spered Jezuz-Krist enn-ho. Ann hini a fell d’ezhan klevet ervad komziou Jezuz-Krist, hennez a dle en em rei da ober diout-han enn he holl vuez.

3. — Na petra dal d’e-hoc’h prezek kaer diwar-benn ann Dreindet, ma n’oc’h ket izel a galoun, ha mar tisplijit dre-ze d’ann Dreindet ? Rak ne d-eo ket ar c’homziou kaer eo a laka ann den da veza santel ha glann ; dre ar vuez vad eo e teu da veza karet gant Doue. Gwell eo d’in kaout eur gwir glac’har em c’haloun, eget ne d-eo gouzout petra eo ar c’hlac’har.

Ha pa oufac’h dindan evor ar Skritur sakr penn-da-benn hag holl levriou ann dud fur, kement-se holl ne dalvezfe netra d’e-hoc’h ma n’hoc’h euz ket karantez