Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
II LEVR. — VII KENTEL.

gnoun, a zo red d’ezhan he zilezel evit Jezuz, rak Jezuz a fell d’ezhan beza karet he-unan dreist pep tra. Ar garantez evit ann traou krouet a dro buhan hag a douell ar galoun ; karantez Jezuz avad a zo stard hag a bad atao.

Ann hini zo stag he galoun oc’h ann traou krouet, a gouezo evel-d-ho ha gant-ho. Ann hini a gar Jezuz, a vezo stard da viken. Karit ha kemerit da vignoun ann hini ne zilezo ket ac’hanoc’h pa viot dilezet gant ann holl, ha ne lezo ket ac’hanoc’h da vont da goll enn deiz diveza. Eunn deiz pe zeiz e vezo red d’e-hoc’h kuitaat pep tra dre gaer pe dre hek.

2. — En em zalc’hit eta tost da Jezuz e-pad ho puez ha da vare ar maro ; likit hoc’h holl fisians er gwir vignoun-ze ; n’euz nemet-han a hello rei skoaz d’e-hoc’h pa viot dilezet gant ann holl. Ho mignoun a zo he zoare evel-se : ne fell ket d’ezhan beza war zaou hanter ; ho kaloun holl a fell d’ezhan da gaout, evit azeza enn-hi evel eur roue war he dron.

Ma oufac’h en em zistaga a-grenn dioc’h kement zo krouet, Jezuz en em