Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

blijfe o choum gan-e-hoc’h. Kavout a rafe d’e-hoc’h neuze ez eo kollet evid-hoc’h, kouls lavaret, ar pez hoc’h euz karet evit ann dud, ar pez n’hoc’h euz ket karet evit Jezuz. N’en em harpit ket war eur gorsen a zo bransellet gant ann avel, na fisiit ket enn-hi, rak ann den a zo evel ar foenn, hag he sked holl a dremen evel bleun ar foenn.

3. — Abred e faziot ma na zellit nemet oc’h doare ha diaveaz ann dud ; rak mar klaskit enn-ho ho frealzidigez hag ho mad, ne gavot aliez nemet koll. Mar klaskit Jezuz e pep tra, e pep tra ivez e kavot Jezuz.

Ma en em glaskit hoc’h-unan, ec’h en em gavot ivez hoc’h-unan, evit ho koll e vezo, siouaz ! Rak ann den ne glask ket Jezuz a ra muioc’h a c’haou out-han he-unan, eget na rafe ann dud holl a zo a-enep d’ezhan, eget na rafe ar bed holl.


EVIT HOR C’HELENN.


Touellet omp gant hor skianchou a-ziaveaz, a lavare eunn den zo, hag e klaskomp hor mad e-touez ann traou krouet a dec’h diouz-omp hag a dremen evel