Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
II LEVR. — VIII KENTEL.

a oar-komz gant Jezuz ; eur furnez vraz en deuz ann hini a oar derc’hel mad da Jezuz. Bezit izel a galoun, bezit bepred e peoc’h, hag e vezo Jezuz gan-e-hoc’h ; mar bezit leun a garantez Doue, mar bez sioul ho kaloun, Jezuz a choumo gan-e-hoc’h. Buhan ec’h hellot lakaat Jezuz da bellaat diouz-hoc’h, a-bred ec’h hellot koll he c’hras, mar fell d’e-hoc’h trei oc’h ann traou a-ziaveaz.

Goude ma vezo tec’het Jezuz diouz-hoc’h, goude m’ho pezo kollet anezhan, da gaout piou ez eot-hu ? Piou neuze a glaskot-hu da vignoun d’e-hoc’h ? Ne oufac’h ket beva hep eur mignoun-bennag, ha ma ne d-eo ket Jezuz ho muia karet e-touez ho mignouned, e viot gwall nec’het hag ankeniet. Pegen diskiant oc’h eta mar teuit da lakaat enn eunn all ho fisians hag ho levenez !

4. — Gwell e ve d’e-omp e savche ar bed holl enn hon enep eget na ve koll karantez Jezuz Ra vezo ’ta Jezuz ho mignoun dreist hoc’h holl vignouned. Karit ann dud holl dre garantez evit Jezuz, ha karit Jezuz evit-han he-unan.

Jezuz hep-ken a dle beza karet dreist