Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
II LEVR. — IX KENTEL.

pa vezer douget gant gras Doue Hag eunn dra souezuz eo e kafemp skanv hor beac’h, pa zeu ann Holl-c’halloudek d’he zougen, pa zeu ar Rener-braz d’hon hincha ?

2. — Eunn dudi eo evit ann den kaout eur frealzidigez-bennag, ha diez eo d’ezhan en em ankounac’haat he-unan. Dioc’h skouer he Eskop, ar merzer sant Lorans a drec’haz ar bed, o veza ma tisprizaz kement atiz a ioa enn-han, hag o veza ma c’houzanvaz he boan a galoun vad, dre garantez evit Jezuz, pa oe pelleet diout-han ann Eskop braz Sixt a ioa karet meurbed gant-han.

Evel-se, dre garantez evit he Grouer, e oe treac’h d’ar garantez en doa evit eunn den ; gwel e kavaz ober ar pez a blije da Zoue eget klask frealzidigez digant den e-bed. C’houi ive, deskit, dre garantez oc’h Doue, dilezel ho prasa mignoun, dilezel eur mignoun a dalvez kalz d’e-hoc’h. N’en em c’hlac’harit ket mar teu ho mignoun da bellaat diouz-hoc’h, o veza ma rankomp holl, eunn deiz pe zeiz, dioueret ann eil egile.

3.— Red eo d’ann den stourm kalounek