Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
II LEVR. — IX KENTEL.

ket, gortozit gant doujans hag hep klemm ma teuio Doue d’ho kavout a nevez ; rak Doue a hell rei d’e-hoc’h frealzidigez ha grasou brasoc’h eget diagent. Ar re a anavez henchou Doue ne d-int ket souezet e vent-hi gweach mad, gweach fall ; ne d-eo ket se eunn dra nevez evit-ho, dre ma’z eo c’hoarvezet aliez kemend all gant ar zent braz hag ar brofeded gwechall-goz.

5. — Unan anezho, gras Doue o veza deuet enn he galoun, a lavare : Ker braz oa gras Doue enn-oun, eme-z-han, m’am euz lavaret : ne vezinn mui enkrezet hiviziken. Pa oe eat ar c’hras diout-han, ar zant a lavaraz : Distroet hoc’h euz ho taoulagad diwar-n-oun, ha war-n-oun rak-tal enkrez a zo deuet. Koulskoude ne goll ket he fisians, kalounekoc’h a ze e ped Doue, enn eur lavaret : Krial a rinn war-zu enn-hoc’h, Aotrou, hag a wir galoun e pedinn va Doue.

He beden o veza taolet frouez, ar zant a ro da anaout ez eo bet selaouet gant Doue, enn eur lavaret : Ann Aotrou en deuz va c’hlevet hag en deuz bet