Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

truez ouz-in, Doue en deuz roet skoaz d’in.

Pe seurt skoaz en deuz-hen bet ? Troet hoc’h euz, eme-z-han, va daelou e levenez, karget oc’h euz va c’haloun a zudi.

Pa c’hoarvez er c’hiz-ze gant ar zent braz, arabad eo d’e-omp, tud dinerz ha paour ma’z omp, arabad eo ec’h en em zigalounekafemp, petra-bennag eo hor c’haloun birvidik a-wechou, hag a-wechou all ien ha klouar ; rak spered Doue a zeu hag a ia kuit evel ma kar. Setu evit petra e lavare Job : C’houi zeu da gavout ann den dioc’h ar mintin, ha rak-tal en em dennit hag e lezit anezhan enn he zienez a galoun.

6. — E petra ec’h hellinn-me eta lakaat va fisians ? War betra en em harpinn-me. nemet hep-ken war drugarez Doue, enn eur gredi gant feiz e teuio d’in he c’hras euz ann env ? Rak evid-oun da veza e-touez tud vad, e-touez tud a gar Doue, e-touez mignouned leal ; evid-oun da lenn levriou santel ha skrijou kaer ; evid-oun da glevet kanaouenou santel, ann traou-ze holl a zo dister ha ne dal-