Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/155

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
II LEVR. — IX KENTEL.

vezont nemeur, pa zeu ar c’hras da bellaat diouz-in, ha pa vezann lezet em faourentez ! Neuze n’euz tra gwelloc’h da ober eget gouzanv hep klemm hag en em lakaat etre daouarn Doue.

7. — Biskoaz n’am euz kavet den, peger braz-bennag e vije he feiz hag he garantez evit Doue, n’en devije bet a-wechou diouer euz a c’hras Doue, ha n’en divije gwelet he garantez o ienaat. Biskoaz sant e-bed ne d-eo bet savet ken huel na ker sklereet, na ve bet temptet a-bred pe zivezad.

Ann hini n’en deuz ket gouzanvet eunn enkrez bennag evit Doue, ne d-eo ket evit sevel he ene etrezek traou uc’hel ann env. Ann demptasion, o tont d’ann den, a ziskouez d’ezhan peurliesa e teuio ar frealzidigez war he lerc’h. Hag evit gwir, frealzidigez Doue a vez roet d’ar re ho deuz bet temptasionou. Ann hini a vezo treac’h, eme Jezuz-Krist, me lakai anezhan da zibri frouez ar wezen a vuez.

8. — Pa zeu d’ann den digant Doue eur frealzidigez-bennag, eo evit ma vezo krevoc’h da c’hoazanv he boanioa. War--