Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

lerc’h ar frealzidigez, Doue a zigas ann temptasionou, gant aoun na zeufe ann den d’en em c’houeza evit he vadou. Ann drouk-spered ne gousk berad, hag ar c’hik ne d-eo ket maro c’hoaz ; dre ’n abek-ze, bezit bepred a du da stourm, rak beza ez euz enn-dro d’e-hoc’h, a zeou hag a gleiz, enebourien hag a zo bepred war vale.


EVIT HOR C’HELENN.


Evit-han da veza bet bepred a-unan gant Verb-Doue ha da veza bet enn eur peoc’h ar brasa, hor Salver benniget, endra ma’z edo war ann douar, a ioa enkrezet a-wechou e diabarz he ene, gant ar poaniou staget oc’h ann den abaoue ar pec’hed. Piou ne oar ar c’homziou kaer-man : Glac’haret eo va ene bete mervel. Va Zad, va Zad, perak hoc’h euz-hu va dilezet ?

Evel-se ar c’hristen, hep koll peoc’h he ene, a zo gwasket gant ar poaniou ha gant ann enkrez. Ma na zeufe d’ezhan nemet frealzidigez bepred, neuze e ve d’ezhan abek da gaout aoun na zeufe da laoskaat a zeiz da zeiz. Ma na zeufe d’ezhan nemet frealzidigez bepred, petra en defe-hen da rei d’he vuia karet. Ar zantelez a ia war gresk dre greiz ar poaniou, a lavar ann Abostol ; me lakai eta va holl