Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

e doare vad da c’houzanv poaniou heg klemm, kent eget den em rei d’ar frealzidigez ; en em likit e doare da zougen ho kroaz, kent eget d’en em rei d’al levenez.

Piou, e-touez ann dud, na gemerfe ket laouen ar frealzidigez hag al levenez euz ann ene, ma hellfe ho c’haout atao ? Rak frealzidigez ann ene a zo kalz dreist dudiou ar bed ha plijaduresiou ar c’horf.

Holl zudiou ar bed a zo goullo ha louz ; dudiou ann ene avad a zo chouek ha mad, o veza ma’z int deuet euz ar zantelez, ha skuillet gant Doue enn eneou glann. Ann den, siouaz, ne hell ket kaout atao, diouz he c’hoant, frealzidigez Doue, rak ann demptasion a zistro buhan.

2. — Ar pez a vir na zeu Doue d’hor c’havout aliesoc’h, eo o veza n’hon euz ket ar gwir frankiz a galoun, hag o veza m’hon euz re a fisians enn-omp hon-unan. Doue a ra mad pa zigas d’ann den grasou ar frealzidigez ; hogen ann den a ra fall pa ne fell ket d’ezhan trugarekaat Doue evit he c’hrasou, hag anaout e teuont holl digant-han.

Ar pez a vir na red grasou Doue enn