Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
II LEVR. — X KENTEL.

hor c’haloun, eo dre ma’z omp dizanaoudek e-kenver ann hini a ro anezho, ha ne ouzomp ket ansao euz a beleac’h e teuont d’e-omp. Rak ar c’hras a vez roet bepred d’ar re a zo anaoudek anezhi, ha Doue a lam digant ann den rok ar pez a vez roet peurliesa d’ann hini zo izel he galoun.

3. — Ne fell ket d’in kaout frealzidigez e-bed, mar teu da lamet digan-en ar gwir c’hlac’har ; ne fell ket d’in en em zevel a spered enn env, mar teuann goude da gaout re a fisians enn-oun va-unan. Rak kement a zo huel ne d-eo ket santel, kemeat a zigas plijadur ne d-eo ket mad, kement a c’hoanta ann den ne d-eo ket glann, kement tra a blij d’ann den ne blij ket da Zoue.

Karet a rann ar c’hras a ra d’in beza evesiekoc’h hag izeloc’h a galoun, ar c’hras a ra d’in en em zilezel easoc’h. Ann hini a zo bet kelennet gant ar c’hras o tont, gant ar c’hras o vont kuit, hen-nez ne gredo ket en em veuli euz a netra a vad ; ansao a rai kentoc’h ez eo paour ha noaz.

Roit da Zoue ar pez a zo da Zoue, ha