Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

taat beza diwallet dioc’h paourentez, rak ne anavez he boan nemet dre sklerijen ann Aotrou Doue. Ma ne blijfe ket da Zoue rei skoaz d’ezhan, e teufe bemdez da veza toc’horoc’h-toc’hora, ha ne hellfe biken ober ar mad. Rak-se, seul builloc’h e teu ar c’hras d’ezhan, seul vui a ze e tle en em izelaat o welet petra vije hep-d-hi, o welet petra eo anezhan he-unan.

Den diskiant ma’z oc’h, en em c’houeza a rit enn abek da vadelesiou Doue. Petra hoc’h eus-hu ha ne ve ket bet roet de-hoc’h ? Mar d-eo bet roet d’e-hoc’h ar pez hoc’h euz, perak en enn veulit-hu evel pa n’ho pe ket bet kement-se digant Doue ? Ar re en em briz re ho-unan, a zo red d’ezho plega ho fenn pa glevont ar c’homziou-ze. Red eo d’ann den en em lakaat evel netra dirak ann hini a hell, hep den all e-bed, he denna euz ann hent fall ma oe strinket enn-han gant ar pec’hed ; ne hell en em zevel nemet dre en em izelaat. Rak-se e lavare ann abostol sant Paol : Pa vezann sempl, neuze eo ez ounn kre.

Me a oar breman, Abostol braz, petra a livirit ; dre en em izelaat eo e tennit war-n-hoc’h ar c’hras a zo roet d’ann den izel a galoun, ha dre ar c’hras-ze ez oc’h gwisket gant nerz Doue he-unan. Petra ne dleomp-ni ket d’ann Doue-ze ker mad ? Na petra a roimp-ni d’ezhan evit ken aliez a vadou ? Paour evel ma’z omp, n’hon euz