Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



DAOUZEKVED KENTEL.


War hent santel ar groaz.


1. — Diez eo da galz a dud klevet ar c’homziou-man : En em zilezit hoc’h-unan, dougit ho kroaz hag heulit Jezuz. Kalz diesoc’h e vezo d’ezho, siouaz, klevet ar c’homziou diveza-man : Pellait diouz-in, tud milliget, it d’ann tan da viken.

Ar re a zelaou breman a greiz ho c’haloun komziou Jezuz war ar groaz, hag a zent out-ho, ar re-ze n’ho devezo neuze aoun e-bed da glevet enn ho enep komziou ann daonedigez da viken. Gwelet e vezo ar groaz ebarz ann envou, pa zeuio ann Aotrou da varn ann dud holl. Neuze holl servicherien ar groaz, ar re a vezo bet ho buez hevel oc’h buez Jezuz-Krist staget oc’h ar groaz, ar re-ze a dostaio gant eur fisians vraz oc’h Jezuz ho barner.

2. — Perak eta oc’h euz-hu aoun da zougen ar groaz, pa’z eer dre-z-hi da rouantelez ann env ? Er groaz ema ar zilvidigez, er groaz ema ar vuez ; ar