1. — Pep den a c’hoanta dont da veza gwiziek ; koulskoude, petra dal ar wiziegez hep doujans Doue ? Eunn tiek paour, o servicha Doue, a zo gwelloc’h hep mar e-bed, evid eunn den, gwiziek war he venoz, a dremen ann amzer o sellet oc’h ar stered enn env, hep sonjal enn-han he-unan.
Neb en em anavez mad, en em zispriz he-unan ha ne gar ket beza meulet gant ann dud. Ha pa oufenn-me kement tra a zo er bed, ma n’am euz ket ar garantez, kement-se holl ne dalvezfe netra d’in dirak Doue am barno hervez va oberiou ?
2. — Ne c’hoantait ket re beza gwiziek ; n’euz eno nemet amzer gollet ha fazi. Ann dud gwiziek a gar beza gwelet ha beza lekeat tud fur. Kalz a draou zo ne dalvezont nemeur pe netra d’ann ene.
Kollet en deuz he skiant vad ann hini en em ro da draou all nemet d’ar pez a