Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

galoun vad, en em zisprizout he-unan, c’hoantaat beza disprizet gant ar re all, gouzanv heb en em glemm pep seurt enebiez, ha beva er bed-man hep c’hoantaat beza euruz enn-han.

Mar sellit ouz-hoc’h hoc’h-unan, e welot ne hellit ober netra euz a gement-se ; enn enep, mar likit hoc’h holl fisians enn Aotrou Doue, e vezo roet d’e-hoc’h nerz euz ann env, hag e plego d’e-hoc’h ar bed hag ar c’hik. Oc’hpenn-ze, n’ho pezo aoun e-bed rak atizou ann drouk-spered, mar d-ema ar feiz enn ho kaloun, mar d-ema sin ar groaz enn ho kerc’hen.

10. — E-c’hiz eur servicher mad, en em likit ’ta da zougen kalounek kroaz Jezuz-Krist ho mestr, a zo bet staget out-hi dre garantez evid-hoc’h.

Bezit e-taill da c’houzanv kalz a boaniou ha meur a enkrez er vuez reuzeudik-man, rak evel-se e c’hoarvezo gan-e-hoc’h e pe leac’h-bennag e viot ; evit gwir, ne gavot nemet poaniou n’euz fors e pe leac’h-bennag ez eot da guzet. Red eo e ve er c’hiz-ze ; gwella tra a zo da ober evit dont da veza treac’h d’ar poa-