niou ha d’ann anken, eo gonzanv hep klemm.
11. — Efit a galoun vad kalir Jezuz-Krist, mar fell d’e-hoc’h beza karet gant-han ha kaout ho lod enn he c’hloar. Evit ar frealzidigez, list ann Aotrou Doue da ober evel ma plijo gant-han.
Evid-hoc’h-hu, bezit e-taill da c’houzanv enkreziou, ha prizit anezho evel pa vent eur frealzidigez ar vrasa. Rak holl boaniou ar bed-man, ha pa vec’h hoc’h-unan evit ho gouzanv holl, poaniou ar bed-man ne d-int netra e-skoaz ar c’hloar da zont, ar c’hloar a roio Doue d’e-omp eunn deiz a vezo.
Pa gavot eaz ho poan, ha pa blijo d’e-hoc’h ann enkrez, dre garantez evit Jezuz, kredit neuze ez eo euruz ho stad, rak kavet hoc’h euz ar baradoz war ann douar.
12. — Dishevel e vezo ho stad keit ha ma vezo diez d’e-hoc’h gouzanv ho poan, keit ha ma klaskot pellaat diout-hi ; rak n’ho pezo peoc’h e-bed, hag ann enkrez a ielo d’hoc’h heul e kement leac’h ma tec’hot.