Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Ma en em likit a du da ober ar pez a zo dleet, da lavaret eo da c’houzanv ha da vervel, rak-tal e vezo gwelloc’h ho stad hag e kavot ar peoc’h.

Ha pa vec’h bet douget a spered beteg ar penn uc’hela eus ann envou, evel sant Paol, n’euz ket touet d’e-hoc’h evit se n’ho pezo netra e-bed ken da c’houzanv. Me a ziskouezo d’ezhan, eme Jezuz-Krist, pegement a boan a vezo red d’ezhan da c’houzanv evit va hano. Red eo ’ta d’e-hoc’h gouzanv, mar fell d’e-hoc’h karet Jezuz hag he servicha bepred.

13. — Plijet gant Doue e vec’h kavet mad da c’houzanv eunn dra-bennag evit hano Jezuz ! Pebez gloar evid-hoc’h ! Pebez levenez evit ann holl zent ! Pebez skouer vad evit ho neza ! Rak ann holl a veul ar re a chouzanv heb en em glemm, daoust ne’z euz nemeur a fell d’ezho gouzanv.

Bez’ e tlefac’h gouzanv a galoun vad eunn draik-bennag. evit Jezuz-Krist, pa’z eo gwir ez euz kalz a dud hag a c’houzanv poaniou brasoc’h evit ar bed. Gouezit ervad ez eo red e vevfac’h