Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zo talvoudek evit silvidigez he ene. N’eo ket gant komziou e-leiz en deuz ann ene he walc’h ; eur vuez vad hepken a frealz ar galoun, hag eur goustians neat a ro eur fisians vraz e Doue.

3. — Seul vui a vad a ouzoc’h, seul strizoc’h a ze e viot barnet, ma ne vez santeloc’h ho puez. Arabad eo ’ta d’e-hoc’h en em veuli hoc’h-unan ma hoc’h euz ijin ha gwiziegez. Kentoc’h e tleit kaout aoun na noazfe ouz-hoc’h ann deskadurez hoc’h euz bet. Mar kav d’e-hoc’h ez eo lemm ho spered, mar kav d’e-hoc’h e’ch ouzoc’h kalz a draou, kredit mad ez euz kalz muioc’h a draou ne ouzoc’h ket.

Arabad eo d’e-hoc’h en em c’houeza ; ansavit kentoc’h ne ouzoc’h netra. Na perak e fallfe d’e-hoc’h sevel dreist ar re all, pa’z euz kalz hag a zo gwiziekoc’h evid-hoc’h hag ho deuz mui a sklerijen e lezen Doue ? Mar fell d’e-hoc’h ober ho mad o teski hag o c’houzout eunn dra-bennag, klaskit beza dianavezet ha beza lekeat den dister.

4. — Ar vrasa gwiziegez hag ar wella kentel eo en em anaout hag en em