Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.
TREDE LEVR.
————
KENTA KENTEL.
Penaoz e komz Jezuz-Krist ouz ann ene mad.
————
1. — Ann ene mad — Me a zelaouo
ar pez a lavaro d’in ann Aotrou
Doue e gweled va c’haloun.
Jezuz-Krist. — Euruz ann ene a zelaou ann Aotrou Doue o komz out-han, hag a zigemer ar c’homziou a frealzidigez a zeu euz he c’henou ! Euruz ann diskouarn a glev mouez ann Aotrou Doue ha ne reont van e-bed euz a draou ar bed !
Euruz-braz ann diskouarn ne zelaouont tamm ar vouez a zeu a-ziaveaz ha ne zelaouont nemet ar wirionez o komz ouz ann ene ! Euruz ann daoulagad a vez serret oc’h ann traou a-ziaveaz ha digor frank d’ann traou a-ziabars !