Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
III LEVR. — I KENTEL.


Euruz ar re a anavez ann traou a-ziabars hag a laka ho foan da zont da anaout mui-oc’h-vui ann traou euz ann env, oc’h ober bemdez ar pez a c’houlen ar feiz digant-ho ! Euruz ar re en em ro a galoun vad da Zoue hag en em zishual euz a sparlou ar bed !

2. — Ann ene mad. — Taol evez oc’h kement-se, o va ene, ha serr da zor oc’h plijaduresiou ar c’horf, evit mac’h helli klevet ar pez a lavaro d’id ann Aotrou Doue.

Jezuz-Krist. — Chetu a lavar ho muia karet : Bez’ ez ounn ho silvidigez, ho peoc’h hag ho puez. Kerzit em c’hichen, hag e kavot ar peoc’h. List da vont e-biou kemend a dremen, ha klaskit ar pez a bado da viken.

Da betra eo mad ann holl draou a dremen, nemet da douella ann den ? Pe seurt skoaz ho pezo-hu digant ann holl draou krouet, mar d-oc’h dilezet gant ho Krouer ? O veza eta dilezet pep tra, likit ho poan da blijout d’ho Krouer ha da veza feal d’ezhan, evit mac’h hellot mont

d’ar gwir euruzded.

5**