Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

n’em euz ehanet da gomz oc’h ann dud holl. Kalz anezho, siouaz d’ezho, a zo kalet ho c’haloun, bouzar int oc’h va c’homziou.

Meur a hini a zo gwell gant-ho selaou ar bed eget Doue ; gwell e kavont heulia c’hoantegesiou ar c’horf eget gourc’hemennou Doue. Ar bed a zigas traou dister a dremen buhan, hag evelato ann dud a zervich anezhan gant eur vall ar brasa. Me a zigas madou braz-meurbed ha ne dremenont ket, hag evelato kaloun ann dud a zo ien.

Piou a zervich ac’hanoun-me, piou a zent ouz-in e pep tra gant kement a aked ha ma servicher ar bed hag ar re vraz war ann douar ? Rusit gant ar vez Sidon ; mar fell d’e-hoc’h gouzout perak, setu evit petra. Evit gounid eunn dra zister, e reder dre gals a henchou hirr, hag evit mont d’ar vuez a bado da viken, meur a hini ho deuz poan o sevel, eur weach hep-ken, ho zroad diouz ann douar !

Klask a reer gounid eunn dra zister ne dalvez netra ; evit eur pez arc’hant ez eer aliez hep mez e-bed dirak ar bar-