kaloun, enn eur brederia war-n-ezho gant aked, rak ezomm braz ho pezo anezho e mare ann demptasion. Ar pez a zo breman dreist ho spered, dre ma lennit, a vezo splann ha sklear enn deiz ma zeuin david-hoc’h
E diou c’hiz ounn boaz da zont da gavout ar re am euz dibabet, da lavaret eo, o tempti hag o frealzi peb eil anezho. Diou gentel ivez a roann bemdez d’ezho : ar genta a zo oc’h ho zamall enn abek d’ho gwall dechou ; ann eil oc’h ho alia da vont war gresk er mad. Ann hini a zelaou va c’homziou, hag a zispriz anezho, hen-nez a vezo barnet diwar ho fenn enn deiz diveza.
6. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, c’houi a zo va holl vad. Piou ounn-me, ha penaoz e kredann-me komz ouz-hoc’h ? Me a zo ann distera euz ho servicherien, me zo eur previk douar iskiz, kals paouroc’h, kals displetoc’h