Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
III LEVR. — IV KENTEL.

ho menoz ; pe enn eur c’hiz all, e teuont da veza lezirek ha laosk enn ho buez. Kement-se, eme-z-ho, ne d-eo ket eunn dra berz, o veza n’eo ket, da welet, a-enep d’ar gourc’hemennou ar re strisa.

Siouaz, e-kenver kement-se holl, e pe leac’h ema ar feiz a dle hon alia e kement tra a reomp evit mad ar vuez a bado da viken ? E pe leac’h ema ar gwir garantez, ar garantez ne deuz ken preder nemet dilezel pep tra evit Doue ? E pe leac’h ema ar binijen ? Pe leac’h ema ar groaz ? O va Doue, ha c’hoant ho deuz ar re-ze da ober ho silvidigez ? Ha ne d-eo ket bet skrivet : Neb a glask he ene a gollo anezhan. Ra en em varno pep-hini hervez ar c’homziou-ze, abars ann deiz ma teuio ann Aotrou Doue he-unan da varn ar bed holl.




PEDERVED KENTEL.


Red eo kerzet dirak Doue er wirionez ha gant eur galoun izel


1. — Jezuz-Krist. — Va map, kerzit dira-z-oun gant pep lealded, ha klaskit bepred ac’hanoun gant eur galoun eeun ha displeg. Ann hini a gerz dira-z-oun er wirionez a vezo miret

dioc’h stourm ann drouk-spered oc’h ober

6