unan gant he Dad ; mar fell d’ezhan beza santeleet er wirionez. Eurusa maro ! Kas a ra ac’hanomp d’ar gwir vuez, da Zoue zo-ken, d’he zantelez na d’ar wirionez a bado da viken.
1. — Ann ene mad. — Ho meuli a rann, va Zad pehini a zo enn env, Tad va Aotrou Jezuz-Krist, o veza ma hoc’h euz prizet kaout souj ac’hanoun-me, paour keaz. O Tad trugarezuz, Doue a bep frealzidigez, ho trugarekaat a rann, c’houi a zeu a-wechou d’am frealzi, daoust n’am euz great netra vad evit kaout frealz digan-e-hoc’h.
Euz a viskoaz da viken ho meuli a rinn bepred hag ive ho Map hag ar Spered-Santel a zo frealz ar re baour. O va Doue, va Aotrou, va c’harantez santel, pa viot deut em c’haloun, kement a zo enn-oun a drido gant levenez. C’houi a zo va gloar ha levenez va c’haloun,