Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

all. Follentez ha pec’hed eo ober er c’hiz-ze, rak ar wiziegez vrasa, kaer e deuz, ne d-eo nemet diwiziegez. E pleg ar galoun eo ema ar stad wella.

N’ankounac’haomp morse n’omp netra ac’hanomp hon-unan, n’hon euz netra, netra nemet ar pec’hed. N’ankounac’haomp morse e tleomp en em lakaat izeloc’h evit peb-unan : e rouantelez Jezuz-Krist, sonjit ervad, ar re genta a vezo ar re ziveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.




TREDE KENTEL.


Diwar-ben kelennadez ar wirionez.


1. — Euruz eo ann hini a zo kelennet gant ar wirionez he-unan, gant ar wirionez oc’h en em ziskouez evel m’ema, hep spesou, hep komziou a ia gant ann avel. Hor skianchou hag hor menosiou a ra d’e-omp fazia aliez ; nebeud a dra a zeskomp gant-ho.

Na petra dalvezfe d’e-omp gouzout ann traou ne d-int ket anavezet c’hoaz pe ar re ne d-int nemeur, pa’z eo gwir, e deiz ar varn, Doue hor barner a davo war gement-se ? Diskiant braz omp o tilezel ann traou a zo mad ha red, evit