Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

c’houi a zo va fisians, ha pa zeu ann enkrez war-n-oun, e troann war-zu enn-hoc’h.

2. — Siouaz d’in, o veza ma’z eo c’hoaz dister va c’harantez, o veza ma’z ounn pell dioc’h stad huela ar zantelez, ez eo red d’in beza kreveet ha frealzet gan-e-hoc’h. Deut eta aliesoc’h daved-oun, deut d’am c’helenn hervez ho lezen zantel. Va mirit dioc’h ann drouk-ioulou, pellait dioc’h va c’haloun pep karantez fall hag ive ar gwall dechou, evit ma vezo va ene iac’h ha neat, evit mac’h hellinn ho karet evel ma’z eo dleet, evit ma vezinn kalounek oc’h ar poaniou ha stard er mad.

3. — Jezuz-Krist. — Ar garantez a zo eunn dra vraz hag eur mad dreist pep mad ; dre ar garantez hep-ken eo e teu da veza skanv ar pez a zo pounner ; dre ar garantez e teu ann den da c’houzanv, keit-ha-keit, kemend a c’hoarvez gant-han, rak ar garantez a zoug he beac’h hep poan e-bed ; dre-z-hi e teu da veza c’houek ha mad ar pez a zo chouero.

Karantez Jezuz a zo huel-meurbed hag a laka ann den da ober traou kaer ha