Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/203

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
III LEVR. — IV KENTEL.

eo, eur griaden a ia bete diskouarn ann Aotrou Doue, pa lavar ann ene gant eur garantez birvidik : Va Doue, va c’harantez, c’houi a zo d’in ha me a zo holl de-hoc’h. Grit ma kresko va c’harantez evit ma teskinn gouzout beteg e gweled va c’haloun, pegen dudiuz eo ho karet, pegen dudiuz eo beza teuzet enn ho karantez ha beza war neunv enn-hi.

Ra vezinn tennet dre ar garaatez, ra vezinn savet dreist-oun va-unan dre eur garantez hag eunn estlamm braz-meurbed. Ra ganinn ar ganaouen zantel euz ar garantez, ra’z inn d’hoc’h heul d’ann env, o va muia-karet ; ra zeuio va ene da dridal gant ar garantez, ra zeuio da gana ho meuleudiou keri na fallaio. Grit ma ho karinn muioc’h eged-oun va unan, grit n’en em garinn va-unan nemet evid-hoc’h-hu hep-ken, grit ma karinn enn-hoc’h kemend hini ho kar e gwirionez, evel ma’z eo gourc’hemennet dre lezen ar garantez a zeu digan-e-hoc’h.

6. — Jezuz-Krist. — Ar garantez a zo buan, leal, leun a zoujans Doue, c’houek, kre, gouzanv a oar ; ar garantez a zo feal, fur ha kalounek ; n’en em