Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
III LEVR. — V KENTEL.

d’ezhan pellaat dioc’h Jezuz, n’euz fors petra a ve o stourm pe oc’h enebi out-han.


EVIT HOR C’HELENN.


Doue a zo karantez, hag ann hini a zo er garantez a zo e Doue ha Doue a zo enn-han. Ar garantez, sonjit ervad, n’ema ket heb he foan, na peb eil tro, heb he dudi. Er vuez-man, hed-da-hed, ann den a dle en em rei holl d’ar garantez, da lavaret eo, dilezel pep tra hag ive ar pez a zo karet muia gant-han. Mar gra enn doare-ze, e vezo digollet dre eur vuez a bado keit ha Doue, ha dre eur garantez ne dremeno biken. Kement tra a lavar ann Abostol sant Paol o komz euz ar garantez, a ziskouez kement-se d’e-omp ; ha karantez Doue, ar garantez-ze dreist-holl, ne d-eo bet ive evit en em ziskouez d’e-omp, nemet dre eur zakrifiz ker braz n’euz bet biskoaz evel-d-han : Doue en deuz karet kemend ann dud, ma en deuz roet d’ezho he Vap, he Vap n’en doa, nemet-han.

Hor c’harantez evit Doue ne hell ket en em ziskouez nemet ober a rafemp evel-d-han. Petra lavarann-me evel-d-han ! Dreist hon nerz eo ober enn doare-ze. Roomp eta d’ezhan kemend a zo ac’hanomp, plegomp hor c’haloun, hor spered hag hor c’horf hervez ma plij d’ann hini en deuz