Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

bet kemend a garantez evid-omp. Neuze e c’hoarvezo hervez ma c’houlenne Jezuz digant he Dad, enn he vare diveza, o pedi anezhan evit ann den prenet gant he c’hoad ; neuze e vezimp da vad a-unan gant Jezuz-Krist. Keit ha ma’z eo ar c’hik beo-buezek enn-omp, ne d-omp ket, siouaz d’e-omp, evit tostaat oc’h Doue nag oc’h Jezuz-Krist. E keit se, karantez Jezuz a stard war-nomp da gas da benn ar zakrifiz ha da lavaret ar ger diveza-man ne oar ar bed petra eo, eur ger eo a ra d’ar re euruz tridal enn env : Peur c’hreat eo pep tra.




C’HOUEC’HVED KENTEL.


Penaoz ec’h anavezer ann hini en deuz ar gwir garantez.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, ho karantez ne d-eo ket c’hoaz na kre na fur a-walc’h.

Ann ene mad. — Perak, Aotrou Doue ?

Jezuz-Krist. — O veza ma tistroit dioc’h ar pez emoc’h oc’h ober, pa c’hoarvez gan-e-hoc’h ann distera ene-