Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
III LEVR. — VI KENTEL.

a laka he holl boan da vouga ho menosiou mad enn ho kaloun ha d’ho tistrei dioc’h ar pez a zo gourc’hemennet gant ar feiz ; me lavar e laka he holl boan evit miret ouz-hoc’h da enori ar zent, da brederia war va gloasiou ha war va maro, da zonjal a-zevri eun ho pec’hejou, da deurel evez war ho kaloun ha da viret na gemerfac’h ar menoz stard da vont war gresk er mad.

Ober a ra da gant menoz fall dilammet enn ho spered evit enkrezi ha skuiza ac’hanoc’h, evit ho tistrei dioc’h ar beden ha dioc’h al levriou santel. Ann den izel a galoun, oc’h ansav he bec’hejou, a zisplij d’ann aerouant, ha mar gallfe he-man e tistrofe anezhan dioc’h ar goumunion. Na gredit ket d’ezhan, na rit van anezhan petra-bennag e stign aliez rouejou d’e-hoc’h.

Tamallit d’ezhan ann drouk-ioulou hag ar viltansou a zigas d’e-hoc’h ha livirit d’ezhan : Tec’h pell diouz-in, drouk-spered louz, rusia a dlefez gant ar vez, fallakr ma’z oud ! Na te zo louz hag hudur, pa c’houezez eur seurt komziou em diskouarn-me ! Pella diouz-in,