Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hep rogentez e-bed. Mar teu da fazia, en deuz anken hep spount. Gouzout a ra ez eo bresk ha sempl ; dre’n abek-ze ne baouez da ouela, leun a fisians e gras Doue a skoro anezhan mar talc’h mad d’ezhi. Distag dioc’h ann douar, distag dioc’h traou goullo ar bed a zo hanvet madou gant ann dud, petra a fell d’ezhan ? Ar pez a fell da Zoue, ne c’hoanta netra all e-bed. Pa dec’h he Vuia-Karet, pa’z a diout-han d’ar c’houls ma’z eo muia euruz, e leac’h en em glemm e nep kiz, ec’h ansao n’ema ket e stad vad evit he zigemeret, ha dre ma tiouer anezhan, e teu he galoun da veza glann ha birvidikoc’h-birvidika.

O va Jezuz, na peger kaer eo ann henchou a ziskouezit d’ar re ho kar, d’ar re a zo hitik ac’hanoc’h ! A-wechou e kargit ho c’haloun a euruzded, a-wechou all e lezit anezho e-kreiz ho daelou. Ho gervel a rit hoc’h-unan a-wechou, hag a-wechou all pa c’halvont ac’hanoc’h, e rit ar skouarn vouzar. Setu ar pez a rit d’ar re ho kar hag a zo karet gan-e-hoc’h. Ha pa vezont neteet, ann eneou dibabet-ze en em zistag neuze a nebeut da nebeut dioc’h liammou ho c’horf, sevel a reont war-zu enn-hoc’h ha, dre ma kresk ho c’harantez, e vezont douget beteg ann env. Eno ho kwelont sklear evel m’emoc’h. Nag a levenez d’ezho neuze, nag a zudi, nag a euruzded evit mad ! Satiabor cum apparuerit.