Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

oc’h boaz da ober. Enn enep, grit anezho a galoun vad, gwella mac’h hellot hag hervez ho skiant, ha taolit evez piz war-n-hoc’h hoc’h-unan, pegement-bennag ma’z eo seac’h hag enkrezet hoc’h ene.

Rak bez’ ez euz kals a dud a zeu d’en em chala ha d’en em zigalounekaat dioc’h-tu, pa c’hoarvez nep tra a-enep d’ho c’hoant. Koulskoude henchou ann den a zo peurliesa dreist he c’halloud. Da Zoue eo rei d’ezhan he chrasou hag he frealzidigez, pa gar, kement ha ma kar, da neb a gar, evel ma plij d’ezhan ha netra ken.

3. — Meur a hini a zo en em gollet dre zievezded, pa edo ar c’hras o tougen anezho d’ar garantez evit Doue, o veza ma’z eo bet falvezet d’ezho ober mui evit na hellent ober, o veza n’ho deuz ket eveseet a-walc’h pegen dister e oant, hag o veza m’ho deuz heuliet c’hoantegesiou ho c’haloun kent eget kelennadurez ar skiant-vad. O veza ’ta ma’z eo bet falvezet d’ezho sevel hueloc’h eget na blije da Zoue, ar re-ze ho deuz kollet ar c’hras hep dale.

Ar re a grede ez edont o vont da