Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Ne d-eo ket fur a-walc’h ann hini en em ro holl d’al levenez, disonch-kaer ma’z eo euz he baourentez a-ziagent hag euz he zoujans Doue ; ann doujans-ze ne deuz ken aoun nemet da goll ar c’hras a zo bet roet d’ezhi. N’en deuz ket ive ar gwir feiz ann hini en em zigalouneka, pa c’hoarvez gant-han eunn enkrez pe eunn enebiez-bennag, hag en deuz nebeutoc’h a fisians enn-oun-me eget na dlefe da gaout.

5. — Ann hini en deuz re a fisians enn-han he-unan e-pad m’ema he ene e peoc’h, hen-nez en em gavo aliez aounik ha diners, pa vezo ar brezel. Ma vec’h bepred izel a galoun, ma vec’h bepred dister dirak ho taoulagad, ma oufac’h suja ho spered hag he lakaat da blega, pa vez red, neuze ne gouezfac’h ket ker buhan er boan nag er pec’hed.

Eunn dra hag e ve mad da ober e-pad m’ema ho kaloun entanet gant ar garantez, eo sonjal a-zevri petra rafac’h-hu ma’z afe ar sklerijen diwar-n-hoc’h. Pa zigouez d’e-hoc’h dioueret anezhi, kredit neuze ec’h hell distrei a nevez, kredit n’am euz he lamet digan-e-hoc’h eur pen-