Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/218

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

feiz kre hag eur garantez vraz-meurbed, setu ar vuez a c’hras pa vez diazezet enn eur galoun izel. Ann hini a lavar e gweled he galoun : peger sempl ha peger paour ounn-me, hen-nez n’en em harp ket war-n-ezhan he-unan ; e Jezuz eo ema he holl fisians. Heulia a ra war-eeun ar c’hras o vont hag o tont ; n’en em c’houez ket, pa vez entanet he ene ; n’ en em zigalouneka ket, pa vez seac’h he galoun. Bepred eo euruz, rak ne fell d’ezhan nemet ar pez a blij da Zoue. Ne c’hoanta tamm en em zevel da eur stad a gav d’ezhan zo gwelloc’h, pa ne d-eo ket galvet d’ezhi, rak gouzout a ra ec’h en em guz aliez ann drouk-ioulou e pleg ann eneou santela. Kerzet a ra sioul hag eeun enn he hent, hag e lavar da Zoue : Roit d’in ar furnez a zo tro-var-dro d’ho tron, n’am c’hasit ket euz a douez ho pugale, rak me a zo ho servicher ha map d’ho servicherez. Me a zo eunn den sempl hag a dremeno buhan ; ne anavezann ket ho parnedigesiou nag ho lezennou. Ra vezo e peoc’h ann hini a oar pidi evel-se, ann hini ne c’hoanta nemet se ; Doue a zell out-han gant karantez hag a skuillo he venosiou war-n-ezhan.