1. — Ann ene mad. — Komz a
rinn ouz ann Aotrou Doue, petra-bennag
ne d-ounn nemet poultr ha
ludu. Mar talc’hann-me re a stad ac’hanoun,
choui a zao em enep, ha va
fec’hejou a zoug ive em enep eur gwir
desteni, n’ounn ket evit her nac’h. Hogen
mar teuann d’en em izelaat, d’en em
zisprizout va-unan, ma ne zalc’hann stad
e-bed ac’hanoun, ma en em lakaann
poultr ha ludu evel ma’z ounn, neuze ho
kras a zeuio daved-oun, hag ho sklerijen
a dostai oc’h va c’haloun ; neuze ive
kement stad a rann ac’hanoun-me, peger
bihan-bennag ec’h hallfe beza, a vezo
beuzet e gweled va neanded, a ielo da
goll da viken.
Neuze e tiskouezot d’in petra ounn, petra ounn bet hag e pe stad ounn-me kouezet ; rak ne d-ounn netra ha ne ouienn ket ann dra-ze. Mar bezann lezet gan-eu va-unan, ne d-ounn netra,