Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tra wasoc’h evit-se ? Eur pec’hed ker braz eo m’hon defe poan o kredi e ve anezhan war ann douar, ma n’her gwelfemp ket bemdez dirak hon daoulagad ha ma na oufemp ket ervad ez eo krog he c’hrisien enn hor c’haloun. Evit se eo e tarc’hao Doue war-n-ezhan gant kemend a nerz. Selaouit da genta ar c’homziou aman war-lerc’h a lavare Doue da Adam oc’h ober goap anezhan ; komziou c’houero int ken na zeu ar galoun da ienaat gant spount oc’h ho c’hlevet : Setu Adam deut da veza hevel ouz-omp. Adam enn noaz-glez a zo stlapet war ann douar milliget, Adam hag he bec’hed oc’h he heul ! Adam a ioa o paouez klevet ar c’homziou-man : Mervel a ri gant taol ar maro ! He vugale evelato a bec’h evel-t-han hag ho c’haloun a c’houez dreist-penn enn ho c’hreiz. Neuze ar Spered-Santel a lavar : Penaoz oud-te kouezet, te a ioa o sevel evel ar werelaouen, te a lavare enn da galoun : Pignat a rinn beteg ann env, azeza a rinn hueloc’h eget ar stered, hag hevel e vezinn oc’h ann Holl-C’halloudek. Setu bremaik e vezi stlejet enn ifern, e gweled al lagen vero ; red e vezo da bep-hini soubla he benn evit gwelet ac’hanod.

Lennit e levr ann Aviel ar mallosiou spountuz a zo bet distaget freaz d’ar Farizianed a ioa ho c’haloun oc’h en em c’houeza ; gwelit ive petra c’hoarvez gant ar re en em izela : rak-tal ez int didamal-