Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ket c’hoaz ac’hanoun, ha c’houi hoc’h euz va c’hrouet ; pa edoun o vont pell diouz-hoc’h, c’houi hoc’h euz lekeat ac’hanoun da zont a nevez war-zu eon-hoc’h evit ho servicha c’houi hoc’h euz gourc’hemennet d’in ho karet.

2. — O feuntenn a garantez, feunteun ne zizec’ho biken ! Na petra livirinn-me ac’hanoc’h ? Penaoz ec’h hellfenn-me hoc’h ankounac’haat-hu, c’houi hoc’h euz prizet kaout sonj ac’hanoun pa oann deut dizech, pa edoun o vont da goll? Ho trugarez e-kenver ho servicher a zo eat enn tu all da gement tra a helle da c’hedal ; roet hoc’h euz d’ezhan ho krasou hag ho karantez, dreist kemend vad a ioa dleet d’ezhan.

Na petra roinn-me d’e-hoc’h evit ho trugarekaat ? Ann holl dud ne d-int ket evit dilezel ar bed ha mont da veva enn eunn abati, goude kuitaat pep tra. Hag hen zo d’in-me eunn dra vraz ho servicha, pa’z eo gwir ez eo lezen great da gement zo krouet ?

Arabad eo kredi e ve d’in eunn dra vraz ho servicha. Eunn dra hag a zo braz, eunn dra hag am laka souezet eo ho