Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/229

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
III LEVR. — X KENTEL.

pe prizet digemeret d’ho servicha eunn den ker paour, eunn den didalvez evel ma’z ounn. hag he lakaat e-touez ho servicherien muia karet.

3. — Kement tra am euz, kemend a zo enn-ounn evit ho servicha, kement-se holl a zo d’e-hoc’h, ha koulskoude c’houi a zervich ac’hanoun muioc’h eget na rann-me ac’hanoc’h. Evit mad ann den, hoc’h euz krouet ann env hag ann douar ; senti a reont bemdez ouz-hoc’h ha plega da gement hoc’h euz gourc’hemennet d’ezho.

Dister dra eo kement-se, pa’z eo gwir hoc’h euz krouet ann Elez hag hoc’h euz lekeat anezho da ziwall ann den. Gwella zo, c’houi hoc’h-unan hoc’h euz prizet servicha ann den, hag ouspenn-ze, hoc’h euz lavaret ec’h en em rofac’h hoc’h-unan d’ezhan.

4. — Petra roinn-me d’e-hoc’h evit kemend all a vadelesiou ? Plijet gan-e-hoc’h ec’h hellfenn ho servicha bemdez a-hed va buez penn-da-benn ! Plijet gan-e-hoc’h ec’h hellfenn ho servicha bemdez evel ma’z eo dleet, ha pa ne ve nemet

eunn dervez hed-da-hed !

7