Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
I LEVR. — III GENTEL.


4. — Oc’h ar stad wella er bed-ma ez euz stag eunn drouk-bennag, hag ar sklerijen hon euz n’ema ket hep tevalijen. Oc’h en em anaout mad he-unan, ann den a ia da gaout Doue dre eunn hent eeunoc’h eget o klask dont da veza gwiziek-braz.

Evit gwir ne oufed ket lavaret ez eo eunn dra fall ar wiziegez nag ann anaoudegez euz a eunn dra-bennag, pa’z int mad dre-z ho ho-unan, ha pa zeuont digant Doue. Evit kement-se, eur galoun c’hlann hag eur vuez vad a zo gwelloc’h a bep hent evit an traou-ze. Kalz a dud, o veza m’ho deuz muioc’h a aket da zont da veza gwiziek evit n’ho deuz da veva ervad, kalz a dud a fazi aliez, ha goude poania ne c’hounezont tra, pe ne c’hounezont nemeur.

5. — Ma ve ann dud ken aketuz da vouga ho zechou fall ha da c’hrisienna ar mad enn ho c’haloun, ha ma’z int da zevel divizou kaer, ne welfed ket ken aliez a weach tud ken direiz ebarz ann abatiou. Hep ket a var, e deiz ar varn ne vezo ket goulennet ouz-omp petra hon deveze len-net ; goulennet e vezo petra hon devezo