Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

deuz nemet eur blijadur-bennag e-mesk enkresiou e-leiz ; n’ho deuz nemet rebechou ann ene, pa ne vezont ket c’hoaz dilezet a-grenn gant Doue. Furchit bete gweled ho c’haloun, ne gavot enn-ho netra ken. Broudou ann ene, setu ho gwir ; doan ar galoun, setu ho feoc’h.

Eneou mad, eneou distag dioc’h ar bed ha dioc’h kemend a zo enn-han, ho pezet ive truez oc’h ann dud reuzeudik a zo sammet c’hoaz gant chadennou pounner ar bed ; ho pezet truez out-ho oc’h en em izelaat hoc’h-unan e-c’harz treid ann hini en deuz diboaniet ac’hanoc’h ; e-c’harz treid ann hini en deuz roet d’e-hoc’h he c’hras n’ho poa ket gounezet, hag en deuz lekeat ac’hanoc’h da gaout madou n’euz nemet-ho gwirion. Dalc’hit mad d’ann tensor sakr-ze a zo bet fisiet enn-hoc’h gant Tad ar sklerijen, digant-han e teu pep mad ; ha goulennit gant karantez ma plijo gant Doue, eunn deiz a vezo, peurgarga ho kaloun a levenez enn envou, goude beza he c’harget a levenez war ann douar.




UNEKVED KENTEL.


Red eo evesaat piz oc’h c’hoantegesiou ar galoun ha lakaat anezho da blega.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, red