Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gant karantez ar pez a zo dleet da Zoue. Meur a hini a lavar : Piou a ziskouezo d’e-omp ar madou ? Piou nemet-hoc’h-hu, Aotrou Doue. Ho sklerijen-c’houi a zo kouezet war-n-omp ; roet hoc’h euz ar peoc’h d’am c’haloun. Rak-se e kouskinn hag ec’h ehaninn er peoc’h, o veza ma hoc’h euz, va Doue, kresket va fisians enn-hoc’h.




TRIZEKVED KENTEL.


Ann neb a zo izel he galoun a dle senti, hervez skouer Jezuz-Krist.


1. — Jezuz-Krist. — Ann hini a glask mont e-biou d’ar gourc’hemenn, hen-nez a bella dioc’h ar c’hras ; hag ann hini a glask grasou evit-han he-unan hep-ken, hen-nez a goll ar grasou a zo roet d’ann holl. Ann hini ne bleg ket a galoun vad hag anezhan he-unan da neb en deuz karg anezhan, hen-nez a ziskouez anat ne zent ket a-grenn ar c’hik out-han c’hoaz, pa’z eo gwir e klemm aliez ar c’hik, o terc’hel penn out-han.

Deskit eta senti dioc’h-tu oc’h ho mistri, mar hoc’h euz c’hoant da drec’hi