Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
III LEVR. — XIII KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Ne dleer senti e pep tra nemet oc’h ann hini a zo a-viskoaz hag a vezo da viken, oc’h ann hini en deuz krouet pep tra hag a vir pep tra. Dre ann abek-ze ar roue David a lavare ar beden gaer-man : Deskit d’in, Aotrou Doue, ober kemend a fell d’e-hoc’h, o veza ma’z oc’h va Doue. Kaset en deuz tud euz he berz evit digas sonj d’e-omp euz he c’hourc’hemennou hag evit ma vezint hi miret penn-da-benn e pep tiegez, e pep rouantelez, e pep iliz. Oc’h ann dud-ze eo red senti, o veza ma’z int, pep hini enn he stad, e leac’h Doue he-unan, adal ar penn-tiegez beteg ar Roue, adal ar Roue beteg ar Pab, adal ar Pab bete Jezuz-Krist, adal Jezuz-Krist beteg ann hini en deuz digaset anezhan. Pep.hini anezho, enn env ha war ann douar, pep-hini anezho ho deuz bet digant Doue ho hano, da lavaret eo ho galloud. Dre gement-man eo anat ar pez a zo dleet da ober, me lavar gourc’hemenn Doue ; ann hini a bleg d’ar gourc’hemenn-ze, hen-nez a zo fur ha santel. Enn enep, ann hini a zo amzent, ann hini ne fell ket d’ezhan plega d’ar gourc’hemenn-ze, hen-nez a bec’h evel ma pec’haz hon tad kenta. Rak-se ann den a zo amzent kent ma teu er bed, o