Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

veza ma’z eo ganet er pec’hed. Evit se ar roue David a lavar ar c’homziou-man kaer ha gwirion-meurbed : Ann den a zo er pec’hed abars maz eo ganet, douget eo d’ann drouk e-kreiz koff he vamm. Jezuz o tougen ar boan a ioa dleet d’ar pec’hed evit prena ann den a nevez, Jezuz en deuz diskouezet, eme ann Abostol sant Paol, e ouie senti hep kemm na ment ; Jezuz, eme-z-han, en deuz sentet bete mervel, bete mervel war ar groaz.

Ha ni, tud paour ma’z omp, ni a zo bet prenet gant Jezuz o senti, penaoz ec’h hellfemp-ni choum hep senti ? Penaoz ec’h hellfemp-ni lakaat c’hoantegesiou hor c’haloun da zevel a-enep ar pez a fell d’ann Doue Holl-C’halloudek, c’houezet ma’z omp gant ann Ourgouil, tra skrijuz a zigoraz toull ann ifern ! Eno, e-kreiz ann devalijen, e-kreiz ar poaniou, krignet gant ann enkrez ha gant ar gounnar, duet gant ann dismegans lousa hag heuzusa a zo, pleget dindan beac’h ho chadennou pounner, eno ann drouk eal hag ann arouk elez all a iudo da viken o lavaret : Non serviam da lavaret eo : Ne zentinn ket.

O va Doue, va mirit dioc’h ar pec’hed-ze gant aoun na zeufenn da veza ken diskiant, ker fallakr hag ann drouk elez-ze. Ra zeuio ho, kras da zeski d’in plega d’e-hoc’h ha da gemend hini ho deuz karg ac’hanoun ! Divroet ounn war ann douar,