Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

diwar ar mad. Mar teu d’en em laoskaat dre ziegi, ann den evit-han da veza bet savet dre ar c’hras dreist-han he-unan ha dreist he stad fall, ann den daoust da ze a risk hep gouzout doare peoaoz, hag a gouez goude enn he stad genta. O veza ma’z oc’h en em ziwallet dioc’h darn pec’heiou zo, o veza ma hoc’h euz great eunn dra vad-bennag, setu emoc’h leun a fisians o sonjal e kement-se ; ar garantez hoc’h euz evid-hoc’h hoc’h-unan eo a zo kiriek da ze. Stad zo enn-hoc’h, ha kavout a ra d’e-hoc’h ez oc’h gwelloc’h evit ar re all, ha gwasa zo, kredi a rit e teu digan-e-hoc’h hoc’h-unan ar pez a zeu d’e-hoc’h digant Doue. N’euz netra a gemend a hellfe displijout muioc’h da Zoue, o veza ne roio ket he c’hloar da hini all e-bed, hag o veza m’ema atao oc’h enebi ouz ann den rok. Petra a ra Doue e keit-se ? En em denna a ra, tec’het a ra dioc’h ann den djskiant-ze en em fisie re enn-han he-unan, hag hen dilezel a ra dre ma’z eo c’houezet gant stambouc’h he galoun. Neuze e tistag diout-han al lammou spountuz-ze a laka ann holl souezet, a laka ann holl da grena ; al lammou-ze ne hellfe den kredi e vijent bet biken, al lammou-ze a ziskouez petra eo barnedigesiou Doue. Gwaz a ze d’ann hini en em harp war-n-ezhan he-unan ; ema o vont da goll. Ne gav ket d’in, eme ann Abostol sant Paol, e ve enn-oun netra hag am zamallfe,