Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
III LEVR. — XV KENTEL.

Siouaz, ne d-ounn ket didamallet evit-se, rak ann hini am barno eo ann Aotrou Doue. Ar roue David a lavare : Netait va ene euz va fec’hefou kuzet, ankounac’hait ar pec’hejou ne anavezann ket, ha distaolit diwar-n-oun pec’hejou ar re all. Kaera peden ! Digas a ra sonj d’ann den ec’h en em skign ann drouk enn he ene ; diskouez a ra ive ne d-euz nemeur a bec’hed na vent kiriek a wall skouer d’ar re all, Ann den eta ne oufe beza diwallet, ne oufe beza sioul hag euruz, ma ne d-eo ket izel he galoun, ma ne fell ket d’ezhan ansav ha kredi ne d-eo netra ha ne hell netra anezhan he-unan, ma ne fell ket d’ezhan ive en em lakaat etre daouarn ann Aotrou Doue hep-ken.

En em strinkomp d’ann douar e-c’harz treid hor Zalver, na leveromp d’ezhan war-eunn-dro gant ar Profed : Va dismegans-me a zo bepred dirak va daoulagad, goloet ounn gant ar vez. Aotrou Doue, c’houi na zisprizot ket eur galoun izel ha glac’haret.




PEMZEKVED KENTEL.


War ar pez a dleomp da lavaret ha da ober, pa zeu eur c’hoant-bennag enn hor c’haloun.


1. — Jezuz-Krist. — N’euz fors petra a c’hoarvezo gan-e-hoc’h, livirit