Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

evel-hen : Aotrou Doue, mar fell d’e-hoc’h e ve ann traou er c’hiz-ze, ra vezint-hi great enn hoc’h hano. Mar kav d’e-hoc’h e ve mad kement-se evid-oun, mar kav d’e-hoc’h e ve ann dra-ze talvoudek d’in, roit d’in ar c’hras d’he lakaat da dalvezout evit ho kloar. Enn enep, mar gouzoc’h e tle ann dra-ze ober gaou ouz-in, mar gouzoc’h ne vezo ket evit talvezout da zilvidigez va ene, pellait diouz-in ar seurt c’hoant-ze.

Rak pep c’hoant, evit-han da veza mad hag eeun da welet, ne zeu ket digant ar Spered-Santel. Diez eo gouzout, e gwirionez, pe ez eo ar Spered-Santel pe ann drouk-spered, pe hor spered-ni hon-unan eo a ra d’e-omp c’hoantaat ann dra-man pe ann dra-hont. Meur a hini a zo en em faziet, hag a grede ez oant sklereet gant ar Spered-Santel.

2. — Rak-se e tleit bepred c’hoantaat ha goulenn, gant eur galoun izel ha gant doujans Doue, kemend a zo da veza c’hoanteet gant ho kaloun. Bez’ e tleit ive dreist pep tra en em lakaat a ioul vad etre va daouarn-me, enn eur lavaret :

Aotrou Doue, c’houi a oar petra eo