ar gwella ; bezet great ann dra-man pe
ann dra-ze, evel ma plijo gan-e-hoc’h.
Roit d’in ar pez a gerrot, kemend hag a
falvezo d’e-hoc’h, er mare ma plijo
gan-e-hoc’h. Grit ac’hanoun hervez ma kav
d’e-hoc’h eo ar gwella, hag hervez ma
plijo gan-e-hoc’h, evit ho prasa gloar.
Likit ac’hanoun el leac’h ma fell d’e-hoc’h e venn, ha grit em c’henver ar pez a blijo gan-e-hoc’h e pep tra. Bez’ emoun etre ho taouarn, troit ha distroit ac’hanoun a bep tu. Me a zo ho servicher, ha bez’ emoun war va zu vad da ober pep tra, rak ne fell ket d’in beva evid-oun va-unan ; evid-hoc’h-hu hep-ken eo e fell d’in beva. Plijet gan-e-hoc’h ec’h hellfenn ho servicha evit ar gwella hag evel ma’z eo dleet.
1. — Ann ene mad — Roit d’in, o va Jezuz, mad dreist holl, roit d’in ho kras, ha ra vezo gan-en e kement tra a
rinn, ra choumo gan-en beteg ar mare
7**