Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Ne ouzomp na petra a zo mad na petra a zo fall evid-omp. A-wechou e c’hoantaomp teurel diwar-n-omp eur groaz a zo red marteze evit hor zilvidigez ; gweach all, e-kreiz karantez flamm hor c’haloun, tud dinerz ma’z omp, gweach all e c’hoantaomp eur groaz ker pounner, ma vemp diskaret gant-hi, mar teufe Doue da astenn anezhi war-n-omp. Petra dleomp-ni eta da ober ? Goulenn digant Doue ma vezo great pep tra, enn-omp hag er-meaz ac’hanomp, hervez ma fell d’ezhan ; bez’ e tleomp goude-ze en em lakaat holl etre he zaouarn hag ober ar pez a blij d’ezhan. Anez ober kement-se ne vezo evid-omp na peoc’h nag euruzded e-bed war ann douar : Va Zad, na vezet ket great evel a fell d’in ; bezet great evel a fell d’e-hoc’h.




C’HOUEZEKVED KENTEL.


E Doue hep-ken e tleer klask pep gwir dizoan.


1.— Ann ene mad. — Ne d-eo ket er vuez-man, er vuez all eo emoun o c’hortoz kaout kemend a hellann da c’hoantaat, kemend a hellann da zonjal evit frealzidigez va ene. Ha pa’m bije-me va-unan