Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
III LEVR. — XV KENTEL.

kemend frealzidigez a zo er bed, ha pa hellfenn-me kaout ann holl zudiou, ann traou-ze holl ne badfent ket pell amzer ; eunn dra hag a ze anat eo.

Evel-se ’ta, va ene, ne helli kaout nep gwir dizoan, nep gwir euruzded nemet e Doue ; rak Doue a zizoan ar re baour hag a ro skoaz d’ar re a zo izel ho c’haloun. Gortoz eunn nebeut, va ene, gortoz ma seveno Doue he c’her ; neuze ez pezo da walc’h euz a holl vadou ann env.

Mar klaskez dreist-penn madou ar bed-man, e kolli madou ann env, ar madou a bado da viken. Bez’ o tleez en em zervicha euz a vadou ar bed, ha c’hoantaat ar madou ne dremenint biken. N’hellez kaout da walc’h gant madou ann douar, o veza ne d-oud ket krouet evit ar madou-ze.

3. — Ha pa’z pe, va ene, kement tra vad a zo war ann douar, ne oufez beza euruz. E Doue en deuz krouet pep tra, e Doue eo ema da levenez ha da euruzded.

Ann euruzded-ze ne d-eo ket hevel

oc’h ann hini a zao e spered tud ar bed

7***